Votre partenaire livres après votre librairie, spécialiste de littérature jeunesse auprès des établissements scolaires et collectivités.
Livraison sous 8 à 21 jours ouvrés (selon dispo stock) Article à commander auprès de l'éditeur, sous réserve de disponibilité en stock, avec un délai de livraison de 8 à 21 jours ouvrés.
Résumé
Gant pempet levrenn Geriadur ar Vezekniezh e teu e gouloù 800 eus an 2000 pajenn a yelo d'ober an oberenn.Boulc'het ouzhpenn pemont vloaz'zo pa oa an aozer studier c'hoazh, ez eo bet azveret ar Geriadur-mañ a-hed ar bloavezhioù a-geñver gant araokadennoù ar vicher ha dispakadur diskiblezhioù nevez evel an Hangaeoniezh hag ar Vevoniezh volekulel.A ziv lodenn e c'hoarvez pep Rann : ar 160 pajenn gentañ, moulet war baper gwenn, zo un tamm eus korf ar Geriadur. Hemañ a c'hoarvez a velladoù titlet gant pep a dermen en o furmoù gallek, saoznek ha brezhonek, heuliet gant an despizadur brezhonek anezho. En tu all d'ar melladoù e vez isvelladoù renket ivez diouzh urzh al lizherenneg, graet gant bommoù gallek-brezhonek en dro d'un termen pe d'e zeveradoù.An eil lodenn, moulet war baper a liv (77 anezho er Rann-mañ), a ro lec'h d'ar Gerva brezhonek-gallek eus an termenoù mezegel arveret er Rann, anezho pe nevezc'herioù hag amprestoù, pe gerioù gwriziennet er yezh ha kemeret en ur ster arbennik. Notet e vo un emdroadur e doare ar Gerva : a-dal d'un niver war gresk a dermenoù brezhonek e kaver kevatalioù gallek ha saoznek liesger hag a-c'hinsell bommoù brezhonek dirak termenoù allyezh unger'zo. An arouez eo emañ ar brezhoneg o c'hounit un emrended c'heriadurel a live gant e emrended yezhadurel
Date de parution 16/11/2011
EAN 9782901383741
ISBN 978-2-901383-74-1
Collection /
Rayon Médecine
Type Livre
Nbre de pages
Reliure Broché
Dimensions L16 × H22 × P cm
Poids kg 0.5 kg