Erreur : impossible de récupérer les avis Gaston. Vol. 14 de André Franquin - Livre - Lire Demain
Sur Lire-Demain.fr : 9% de remise sur tout le catalogue Paiement par mandat administratif Littérature jeunesse établissements scolaires

Votre partenaire livres après votre librairie, spécialiste de littérature jeunesse auprès des établissements scolaires et collectivités.

gaston. vol. 14

gaston. vol. 14

YoraN (éditeur) André Franquin (auteur)
9.23€10.14€

Livraison sous 8 à 21 jours ouvrés (selon dispo stock) InfosArticle à commander auprès de l'éditeur, sous réserve de disponibilité en stock, avec un délai de livraison de 8 à 21 jours ouvrés.

> Se connecter ou créer un compte pour bénéficier des 9% de remise Lire Demain
Ajouter aux favoris

Résumé

Ganet eo bet André Franquin e 1924 en Etterbeek (Belgia). An tresañ zo bet pouezus evitañ adal e vugeliezh.Kregiñ a ra da labourat e stal Dupuis e 1944, bountet enni gant e vignon Morris (tad Lucky Luke). E 1947 ez adkemer an dudenn Spirou, o tresañ « Le Tank » ha « Les Maisons préfabriquées ». E-keit se e sav ur bern tresadennoù evit kelaouennoù a bep seurt.Goude 1949 e vo sammet gant ar stirad « Spirou et Fantasio », gant an tresañ hag ar skrivañ evit ar gelaouenn Spirou : istorioù klok, goloioù, skeudennoù liesseurt. Hanved Spirou a gresk gant tudennoù dispar : Kont Champignag, ar Marsupilami (1952), ar gazetennerez Sekotin, Zantafio ha Zorglub, h.a.Etre 1955 ha 1959 e ray Franquin war-dro « Modeste et Pompon » bet krouet gantañ evit ar gelaouenn Tintin.E 1957, evit reiñ buhez d'ar pajennoù skridaozet, e teu war wel un « haroz dilabour » krouet gant André Franquin, aozer an dresadenn, ha gant Yvan Delporte, a roas dezhañ ur bersonelezh hag ar c'hentanv Gaston e koun ur mignon ken beiadour all !Evit un emziskouez dister eo pedet Gaston war Spirou da gentañ. Leuskel a ra roudoù glas un tamm e pep lec'h war ar pajennoù, ha hadañ reuz er skridaozerezh. Un taol berzh eo 'vat. Ne oa ket bet krouet Gaston da vezañ un dudenn a vandennoù treset. E stirad dezhañ en deus koulskoude.Ret eo da Franquin, re sammet gant al labour, dilezel tudennoù, hag istorioù zo. E 1968 e tilez Spirou, roet da Fournier, ur Breizhad (krouer Bizu).E 1972 e krou, evit goloioù Spirou, e erevent koantik a vo strollet en albom « Cauchemarrant », embannet gant Bédérama e 1979.« Mennozhioù Du » (Idées Noires) zo embannet gant Le trombone illustré e 1977 da gentañ ha gant Fluide glacial da c'houde.Gant an oad, ne dres ket Franquin kement a draoù ken.E 1987, ar Marsupilami en deus e stirad dezhañ, treset gant Batem dindan evezh Franquin evit an albomoù kentañ.E 1989 e tres Franquin kalz tudennoù bihan, an Difoued, en ur stirad tresadennoù fiñ evit ar skinwel.Aet eo Franquin da anaon e 1997. Ne welo ket embannadur Gaston e rezh naontek levrenn genheul e ti Dupuis, gant div levrenn dresadennoù, ankouaet pe dilezet gant an aozer pa oa bev, e ti Marsu-Productions.Laouen omp o kinnig ul levrenn e brezhoneg eus beiadurioù ur paotr dizampart met ken jentil...

Complétez la série (2 art.)

Du même auteur (159 art.)

Nous utilisons des cookies (techniques, analytiques et de profilage de nous et de tiers) pour vous offrir une expérience enrichie.
Cliquer sur "TOUT ACCEPTER" pour accepter l'utilisation ou vous pouvez paramétrer les cookies.

TimeToExec : 3.34 secondes