Sur Lire-Demain.fr : 9% de remise sur tout le catalogue Paiement par mandat administratif Littérature jeunesse établissements scolaires

Votre partenaire livres après votre librairie, spécialiste de littérature jeunesse auprès des établissements scolaires et collectivités.

geriadur ar vezekniezh : galleg-saozneg-brezhoneg. vol. 7. lait-miliaire. dictionnaire de médecine : français-anglais-breton. vol. 7. lait-miliaire

geriadur ar vezekniezh : galleg-saozneg-brezhoneg. vol. 7. lait-miliaire. dictionnaire de médecine : français-anglais-breton. vol. 7. lait-miliaire

Preder (éditeur) Guy Etienne (auteur)
20.02€22.00€

Livraison sous 8 à 21 jours ouvrés (selon dispo stock) InfosArticle à commander auprès de l'éditeur, sous réserve de disponibilité en stock, avec un délai de livraison de 8 à 21 jours ouvrés.

> Se connecter ou créer un compte pour bénéficier des 9% de remise Lire Demain
Ajouter aux favoris

Résumé

Gant ar Rann 7 emañ graet ouzhpenn an hanter eus Geriadur ar Vezekniezh. Ar 1 220 pajenn embannet hon laka da verzhout spisoc'h tuioù gwan ha kreñv ar brezhoneg el lavar kempred.Dilezet e-doug ur milved gant e yezherion kerkent ma vennent treiñ ouzh an dazont, e chom gantañ un dilañs na vo ket diverket diouzhtu. Burzhud eo avat ar gweleadoù danvez krai kousket en e gondon, hag int ken puilh m'emañ c'hoazh en e zeroù ar c'horvoiñ anezho goude daou gantved eztennerezh.Daou orin ez eus d'ar barregezhioù a zo e kerz ar vrezhonegerion hiziv war dachenn ar gouzout hag an dezevout : diouzh un tu, ar boniad loazioù lavarel gwerc'h, frank a bep plomadur hanezel, o c'houzediñ abaoe ar c'heltieg hag ar yezhoù evodet dioutañ, diouzh an tu all, ar « yezh etrevroadel », daskenvod birvidik amprestoù henc'hresianek ha latin ma voaz dezevourion hag imbourc'herion Kornog da buñsañ o c'hentaozadoù abaoe ar Grennamzer. Goude ur prantad tastonerezh etre daou zurc'hadur, hollvrezhonekaat lavar ar skiant hag ar preder (hent kantradet gant Vallée), holletrevroadelaat an diskiblezhioù kempred e-maez al lennegezh (diskoulm a guzulie Roparz Hemon), e tennomp hiziv da bleustriñ un hent etre, anezhañ etrevroadelaat ar skritelloù (oksigen a lavarer ha n'eo ket trenkgan evel ma kinnige Vallée), brezhonekaat an dezevout, ac'hoel an unvezioù yezh o tec'heriañ kealioù (ne lavarer ket izoliñ evel ma alie Roparz Hemon, met difuiñ, goubarañ, dredañ, emdennañ, digenveziñ, digempezhiañ, eskantañ, h.a. hervez an diskiblezh hag an arster).N'eus ket eno ur reolenn strizh. E meur a zegouezh ma vije bet kenkoulz degemer an termen etrevroadel, en deus aozer Geriadur ar Vezekniezh divizet mont gant hent Vallée. Dre lies abeg, dreist holl en askont da resister ar c'hedrannoù brezhonek, (ar skalfad rakgerioù is-, gou-, ol-, lav-, endan- da skouer, a-dal d'ar c'hevatalioù hypo-, sub-, sous-), pe c'hoazh da hirder an termenoù (lakaomp a-geñver elruz ha érythrocytose, polycythaemia)...Dalc'homp bezant en hon spered, evelkent, ne oufe ur geriadur savet en ezvezañs ur gevredigezh a yezherion bezañ estreget danvez ul lavar bev.

Nous utilisons des cookies (techniques, analytiques et de profilage de nous et de tiers) pour vous offrir une expérience enrichie.
Cliquer sur "TOUT ACCEPTER" pour accepter l'utilisation ou vous pouvez paramétrer les cookies.

TimeToExec : 1.24 secondes